C'hoant kousket zo daet din !

C'hoant kousket zo daet din !

pozioù :Skolajidi Diwan Gwened 

Ton : David ar Gall


Bout zo tud amañ

N'eus ket hani 'barzh ma zi

Bout zo tud amañ

N'eus ket tra 'barzh ma fenn




'Barzh ar skolaj 'h on bet é labourat

E-kreiz ar vakañsoù, ne ouian ket perak ?

Matematik e faote din gober,

Bet on bet é kousket àr an daol ping-pong




E-kreiz an hañv 'h on bet en Ardeven

Evit skiiñ àr an draezhenn

Na pezh ur souezh ne oa ket mui a erc'h !

Bet on bet é kousket àr ar rec'hier




Bet on bet er c'hoad é jiboesat

Get ma fuzuilhenn ha ma c'hi Wa-wa !

Dirak ur c'horrigan eh on chomet a-sav,

Bet on bet é kousket en e vertim




Un tammig skuizh, on distroet er gêr

Eno ' oa lan a dud, èl e Kêr Meliner

Kontant e oan, evit ur wezh !

N'on ket bet é kousket, bout e oan re skuizh !

Oberour: David ar Gall ha skolajidi Diwan Gwened

Posted by David on 26/03/2011
Gweloù / Vues: 4 - Aotre / Licence: License: by-nc-sa Creative Commons License