Noz an Nedeleg, gant Yann-Fañch Kemener
Istor santez Berc'hed addispleget gant Yann-Fañch Kemener. Testenn da heul. Noz an Nedeleg Gant Yann-Fañch Kemener Noz an Nedeleg e lavarer a zo un nozvezh dreist-ordinal. Noz an Nedeleg ne lak kement den na droukspered tapout krog warnoc’h, na pegen kriz e vefe. Noz an Nedeleg, e-pad ar Gorreoù, ma vez daou ijen, e c’hell un den klevout anezho o kontañ. Setu bremañ e oa ur mestr ag (eus) ur gomanant a faote dezhañ klevout petra a lavare e zaou ejen en noz-se. Setu eñ aet ha d’en em ledañ e-barzh laouer al loened hag en doa klevet anezho o lavarout : –D’ober petra ec’h efomp a-benn warc’hoazh ma far ? –Kas hon mestr d’an douar ! –Ha ne rit ket se !, emezañ, hag eñ da sailhat ag al laouer ha da dapout un hach evit lazhañ e zaou ejen. Kement ha bremañ e oa un treust a-us d’e benn, ha p’en doa savet an hach da skoiñ, e oa kouezhet war e benn ha lazhet anezhañ. * * * Ar gontadenn-mañ ec’h an da gontañ deoc’h zo bet tremenet e bro ar Jude en ur gêrig anvet Betleem. Impalaer bras Rom en doa ordonet d’an dud ‘n em enskrivañ pep hini e-barzh e garter. Kement hini anezhe a oa deuet. Pinvîkañ ostiz oa ‘barzh Betleem, en ur welet an dud o tremen, a lavaras d’e wreg : –Lâret e vez zo tremenet miliadoù a dud dre amañ. Leun eo hon zi hag hon c’hambroù. Ne vez ket kavet kambr ebet e kêr ken. Ma tremen ne vern ket peseurt gabouilhad pe reder-bro, serromp hon dorojed (dist dorojoù) ha greomp dezhe hag ec’h aint drek an ti. Tamm-ha-tamm, dre ma tostaas an noz, en em skarzh ar ruioù. Ne chome ket ken nemet div pe deir gozh komêr oc’h astenn o fri. Unan anezhe a lavaras d’eben : –Daoust ha piv e oar goantenn-mañ o tont a-grec’h gant an hent ? Seblantañ a ra bout gwall yaouank ha hi dougerez koulskoude ! Gwenn eo he robenn ha du begoù he mañchoù. –Ya avat, a lavaras unan all. Hag an den zo ganti ? Daoust ha pe he gwaz pe he zad an hini ‘c’h eo ? Gwenn eo e varv ha moan e fas. Koulskoude ec’h eo gwall akuitus deus-hi. Jozeb ha Mari a oa o vale dre ar bed, ha en un (ur) dremen e-tal ar c’homerezed e c’houlennjont : –E-men e vefe bet moeien bout lojet ? Diskouezet e oa bet hent an ostaleri (osteri) dezhe ha pa oant erru e-barzh en ostaleri o doa goulet bout lojet. –Skarzhit ag amañ, a oa bet lavaret dezhe. Amañ ne vez ket lojet kanailhed. Amañ ne vez ket lojet nemet tudjentil ha beleien, priñsed ha baroned ha tud ar Roue pa vez ret. » An den-mañ en doa ur mab kloareg, hag ar mab a lavaras d’e dad : –Na diodad oc’h-c’hwi. N’eo ket c’hwi zo kaoz ma ‘c’h eo ma c’hoar Berc’hed evel emañ ? N’eo ket c’hwi zo kaoz ma ‘c’h eo ganet ma c’hoar Berc’hed hep divrec’h ? Akordit ‘reiñ ul lojeriz dezhe, da vihanañ, e c’hellfent diskuizh ! E-giz-se e oa bet lakaet Jozeb ha Mari e-barzh er c’hraou. Ha pa oant erru e-barzh er c’hraou o devoa gwelet e oa un ejen hag un azen eno. Mari oa skuizh hag he doa kousket diouzhtu. ’Keit e oa-hi o kousket he doa hunvreet. Ar mab a oa en e sav diraki hag a lavare dezhi : –Mammig paour ! C’hwi zo kousket pe ledet en ho repoz ? –N’oaran (n’ouezen) ket, em boa c’hoant kousket pe astennet en ma repoz ? Met soñjal a ran e-barzh un dra a sell diouzhoc’h. –Ha petra ‘soñjit neuze ? –Gwelet a ran tud o tont gant gouloùier. Dont a reont sa deoc’h (etrezek c’hwi) evit hoc’h arestat ! Stlejañ a raint ac’hanoc’h tre gwenojennoù ar menez, tre betek penn. Stagañ a raint ac’hanoc’h ouzh ur groaz. Gwelet a ran anezho o skeiñ warnoc’h gant skourjezoù plom. Redek a ra ar gwad war ho fas. Sevel a ra hoc’h ene d’an Neñv en ur c’harmal. N’oa ket he c’homzoù peurlavaret a-benn e oa dihunet. Dre frenestr an doenn a-us d’he fenn e welas e oa uhel ar stered. Ar frouezh a oa e-barzh he c’horf a oa krog da reiñ da c’houzout e faote dezhañ dont er-maez. Mari a lavaras da Jozeb : –Savit ‘ta, ma amzer zo erru tost. N’oa ket he ger peurechuet a-benn e oa ganet ar Mabig Jezuz. Mari a lavaras da Jozeb : –It da glask unan (d’ = deus) a verc’hed an ti da reiñ un tamm sikour din. Pa oa erru Jozeb e-barzh en osteri (ostaleri), e oa lavaret dezhañ mont pelloc’h. –Aet eo ma merc’hed da gousket, ha ma mitizhien zo tout okupet. –Gwelet ‘m eus unan souchet e-barzh korn ar c’houign (korn). Neuze e oa savet Berc’hed a gornig an oaled da zont davetañ da vont betek ar c’hraou. –Petra reot ganin-me, pa ‘m eus na dorn na divrec’h, na daoulagad da welout. N’oa ket he ger hanter lavaret, a-benn he doa lakaet Mari an hini bihan war barlenn Berc’hed. Ha pa oa bet lakaet an hini bihan war barlenn Berc’hed, e oa savet divrec’h ha daouarn dezhi ha daoulagad da welout. Neuze e oa en em lakaet Berc’hed da ganañ da lakaat an hini bihan da gousket. An deiz war-lerc’h da veure, Mari a lavare dezhi : –Chomet oc’h (‘ ba) e-tal din a-hed d’an noz-mañ. Roet e vo deoc’h da dañva (-t) blaz ar sklêrijenn beurbadel. Ar merc’hed war boent gwilioudañ a bedo ac’hanoc’h. Roet e vo ar galloud deoc’h da reiñ nerzh ha yec’hed d’ar vugale, ha laezh d’ar magerezed. Dreist d’ar stered en Neñv zo bet gwelet ur vandennad aeled o sevel en ur ganañ : –Gloar da Roue ar Firmamant. Gloar da Grouer an Heol hag al Loar ha kement zo war an Douar.
Posted by gireg konan on 25/12/2013