Ret eo fiñval
Danvez ur bladenn : "Ma re, O re" Gallout 'rafen ober seizh gwech tro ar bed Gant ul lestr dre lien pe ur spoutnik bennaket Pe c'hoazh war droad pe war velo E gwir pe dre hunvre, alato Ma c'harantez 'vo amañ bepred. Ret eo fiñval, ma dousig, Na chomomp ket amañ da luduenniñ, Da zizec'hiñ e-tal an tan. Deomp war-raok, petra 'larez ? Deomp war-raok, na lar ket nann ! Gallout 'rafen neuial a-dreuz mor 'vel ur vorganez Pe mont da gleuziñ kof an douar da glask tan, Pe c'hoazh er c'horrida lazhañ tirvi a-daolioù kleze E gwir pe dre hunvre, alato Ma c'harantez 'vo amañ bepred. Gallout 'rafen doñvaat kezeg pe bleidi pe delfined Pe diskroc'henniñ reuniged e glander an hanternoz Pe hadañ an dispac'h e kement bro 'zo ezhomm E gwir pe dre hunvre, alato Ma c'harantez 'vo amañ bepred. Forzh pegen kaer eo da zaoulagad Ne c'houlan ket 'n em veuziñ 'barzh… Forzh pegen don eo da galon Ne c'houlan ket teuziñ e-barzh… Forzh pegen flour eo da gomzoù Ne c'houlan ket kousket e-barzh… Forzh pegen tomm eo da wele Ne chomin ket noz-deiz e-barzh… Gallout 'rafen gwelout pegen koant an holl verc'hed er bed Ha klevout o c'hoarzhadeg ha gwelout o blev o lufrañ pe c'hoazh o daoulagad sklaer spontus ken kaer E gwir pe dre hunvre, alato Ma c'harantez 'vo 'vidout bepred. Jef Philippe (2017)
Posted by gireg konan on 24/05/2018