Yezhoù Afrika ar Reter

Ar c'helenner Buhendwa zo genidik deus Bro-Gongo, rannvro Kivu. Evel enklasker e kenlabour gant ar KEBK (Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek) e Brest. Doktor war ar Skiantoù Politikel (S.V. Roazhon I) ha war Sokiologiezh an Diorren (S.V. Pariz I) eo. Ur mailh eo an den-se war ar yezhoù dre ma komz Swahili, Lingala, Mashi, Kifuliru, Saozneg, Galleg, hag ivez Brezhoneg. An danvez a ra enklaskoù warnañ zo ar Sokioyezhoniezh. Labourat a ra resisoc'h war sujed ar yezhoù bihan hag ar yezhoù gwasket en Afrika ar Reter. 
Skrivet en deus un dezenn diwar-benn soñj politikel Julius Nyerere hag un toullad pennadoù-skrid diwar-benn an dachenn swahili. Kenlabourat a ra gwech ha gwech all gant ar BBC pe c'hoazh gant "La Voix de l'Allemagne" (Mouezh Bro-Alamagn) evit ar pezh a sell deus an temoù politikel, ekonomikel ha sokioyezhoniel en Afrika al Lennoù Bras.


Krouet en deus ar "Greizenn Enklaskoù ha Studioù war Afrika ar Reter hag al Lennoù Bras" ("Centre de Recherches et 
d'Etudes sur l'Afrique Orientale et des Grands Lacs" pe "CREAOGL") e Kinshasa.


Kelenn a ra Buhendwa Eluga Essy an ekonomiezh e Lise Diwan Karaez lec'h e kinnig ur gentel evit al liseidi a fell dezhe dizoloiñ ar yezh Swahili.


Ouzhpenn da 'se, emañ o prientiñ ur geriadur Brezhoneg/ Swahili 
Kinnig a raio e enklaskoù deomp e Brezhoneg.



M'ho peus c'hoant da c'houzout hiroc'h war e gont ha war sujed e enklaskoù, kit da welet war e vlog :





http://www.essybuhendwa.canalblog.com/

Oberour: Gireg Konan

Posted by gireg konan on 14/04/2007
Gweloù / Vues: 11 - Aotre / Licence: License: by-nc-nd Creative Commons License