|
|
manifoù
 |
 |
 |
 |
Apero Jeant e Lannuon ! |
 |
 |
 |
 |
 |
 |
 |
 |
Embannet gant gireg konan Mon, 2010-04-05 19:07 |
digor-kalon | Lannuon | manifoù | video |
 |
 |
| Dre al lec'hienn Facebook e oa bet galvet an dud da zont da evañ ur banne digor-kalon war blasenn an ti-kêr e Lannuon d'ar Sadorn 3 a viz Ebrel. Ur c'hwitadenn eo bet ! Den ebet war al leur-gêr ! Den ebet ? Un 60 poliser bennak a oa o c'hortoz ar re o dije bet c'hoant da oueliañ ! Ha kouezhañ a rae glav ouzhpenn ! Ezhomm o deus an dud d'en em gavout asambles koulskoude. Peadra da brederiañ war hon bed a-vremañ, kuita. |
|
 |
 |
 |
 |
 |
 |
 |
 |
Manifestadeg Kevre Karaez 2009-10-25 |
 |
 |
 |
 |
 |
 |
 |
 |
Embannet gant gireg konan Tue, 2009-10-27 12:19 |
brezhoneg | Kevre | manifoù | video |
 |
 |
| Manifestadeg a oa aozet gant Kevre a-benn diskouez ez omp kengred e Breizh gant pobloù minorelaet all ar stad C'hall. Manifestadeg a oa d'ar 24 a viz Here en Okitania e-lec'h ez eus bet 25000 a dud. |
|
 |
 |
 |
 |
 |
 |
 |
 |
Mona Bras e Karaez, 2009-10-25 |
 |
 |
 |
 |
 |
 |
 |
 |
Embannet gant gireg konan Mon, 2009-10-26 21:18 |
manifoù | UDB | video |
 |
 |
| Da heul ar vanifestadeg evit ar brezhoneg a zo bet e Karaez e-kerzh ar Gouel al Levrioù, he deus dibunet Mona Bras he soñjoù war stad ar brezhoneg ha mankoù ar Stad C'hall. |
|
 |
 |
 |
 |
 |
 |
 |
 |
Pennad-kaoz gant Herve ar Roue |
 |
 |
 |
 |
 |
 |
 |
 |
Embannet gant gireg konan Sun, 2009-08-02 19:46 |
ekonomiezh | labour-douar | laezh | manifoù | menajerien | video |
 |
 |
| Bez' ez eo Herve ar Roue, pe Hervé Le Roy en ti-kêr, ur menajer saver saout-laezh. Lavarout a ra dimp, gant fent a-wechoù, pegen diaes eo gounit e vuhez en deizioù-mañ pa glask ar stalioù bras lakaat o c'hrabanoù war al laezh, ar saout, al labourerien-douar hag o ziegezhioù kement hag ober. Met stourmet e vo gant ar venajerien a-benn dont a-benn da gaout ur priz dereat evit o labour. |
|
 |
 |
 |
 |
 |
 |
 |
 |
Aita e ti-gar Gwengamp |
 |
 |
 |
 |
 |
 |
 |
 |
Embannet gant Abjalm Sat, 2009-06-20 11:55 |
Ai'ta! | Gwengamp | manifoù | SNCF | ti-gar | video |
 |
 |
| D'an 13 a viz Mezheven 2009 e oa aet paotred ha merc'hed Ai'ta da di-gar Gwengamp a-benn diskouez d'an SNCF e oant erru fae gant al lec'h dister a vez leusket gant ar brezhoneg hag an dismegañs ouzhpenn. Film graet gant Ai'ta Treger. |
|
 |
 |
 |
 |
|
|