|
|
fest-noz
 |
 |
 |
 |
Evit enoriñ Loeiz Roparz |
 |
 |
 |
 |
 |
 |
 |
 |
Submitted by gireg konan on Sun, 2008-10-12 12:00. |
barzhonegoù | fest-noz | kan-ha-diskan | kelenn | sonerezh hengounel | video |
 |
 |
| Bet e oa bet aozet un abadenn warlene e Kemper evit enoriñ Loeiz Roparz, un den hag en deus graet kalz evit kas war-raok sevenadur pobl Breizh. Unan eus izili Kaouenn, Ivet ar Faou a oa eno, ha filmet he devoa an abadenn. Klevet e vo prezegenn entanet Herri Gourmelen hag en devoa desket kanañ gant Loeiz Roparz. Klevet e vo ivez J. Roparz o kanañ. Hemañ eo Jeffig Roparz, mab Loeiz. Selaouomp ervat neuze piv eo bet Loeiz Roparz hag e bouez en azginivelezh hon sevenadur pobl e-kerzh hanterenn ziwezhañ an 20vet kantved. |
|
 |
 |
 |
 |
|
|