19 vloaz eus e vuhez a dremenas Jean Moguen, eus Botsorc'hel, evel tad misioner en Haiti. Kaset di gant kloerdi Sant Jakez e Gwiglann. Kontañ 'ra deus an dud eno, ar vro, e labour, ar baourentez, mac'homerezh Duvallier… Enrollet ganin er bloavezh 1999.
Setu ur pennad-kaoz gant Mark Perez, penngasour e Lise Diwan Karaez, e-lec'h ma tispleg dimp petra zo nevez gant gant savadurioù e lise hag ivez an amzer da zont.
Melenn A., ur skoliad e Skolaj Diwan Bro-Dreger, zo ur mailh war e ganoe-kayak. Kemeret en deus perzh er genstrivadeg a oa dalc'het e Lannuon d'ar Sul 31 a viz Genver 2010.
Dizoleiñ pennahel an Hanternoz dre "treiz ar Gwalarn". Setu pezh n'oa klasket ober Lord Franklin (hag un toullad reoù all) en XIXvet kantved… en aner. Selaouomp "Lady Franklin's lament", kanet gant Fred Johnston.
Tri bloaz war n'ugent ha tri miz oa MARCEL CALLO pa varvas e kamp ar maro MATHAUSEN. Eüruseet gand Pab YANN-BAOL II, ema e penn kenta ar bagad SKOUTED, JOSISED, KLOAREGED ha LAIKED kaset d'ar maro abalamour d'o feiz e-pad ar brezel diweza. " An den-mañ a zo RE GATOLIK ", a gave dezo an NAZIED. Leor FANCH MORVANNOU hag e DROIDIGEZ gand JOB An IRIEN : da gaoud e BREST pe e TRE(F)LEVENEZ. CHOMLEH da skriva , ha PRIZ an daou leor e-barz ar video-mañ.
Ul levr a zo bet nevez embannet gant Skol Vreizh, skrivet gant Madalen an Amour ha skeudennet gant Ivet al Loued. Anvet eo : Evned ma liorzh. Amañ e vez lennet deomp "Pennglaoued o teredek war-du o boued" gant Madalen an Amour hec'h-unan.
Setu amañ ar goulenn : Petra kinnig d'an douristed e-kerzh an hañv folk-lore, gouiziegezh pobl, pe folkloraj ? Peseurt skeudenn reiñ eus Breizh hag eus sevenadur Breizh ?
Sylvain Loguillard, un den a-zoare a vro-Ouelo, aet da anaon n'eus ket pell 'zo. Un troc'had eus ur pennad-kaoz hir enrollet ur pennad 'zo. Skeudennoù da heul…