E Brezhoneg !
Hon fal eo reiñ tro d'an holl re en c'hoantao da gaout traoù e brezhoneg. Tost an holl ac'hanomp a anavez unan bennak tro-dro dezhañ hag a oar brezhoneg. Estrevit ar skolioù brezhonek, an dilennidi pe ar c'hevredigezhioù sevenadurel, afer an holl eo ar brezhoneg. Bremañ a-drugarez da internet e c'haller rannañ ar binvidigezh-mañ gant an holl ha Kaouenn Net zo graet da aesaat an traoù dimp: Gallout a rit embann ar pezh a garfet: - reportajoù
- bruderezh faos
- pezhioù-c'hoari
- filmoù skrijus
- tresadennoù-bev
- enrolladennoù ho strollad rock pe me 'oar me
- atersadennoù ho mamm-gozh (m'emañ ganeoc'h an hini a ziskulio sekred he rekipe d'ober toaz krampouezh e vo mat dimp)
- kenstrivadeg an dagadenn dre skeiñ krampouezh
- degemer mat ar brezhoneg gant an SNCF e tiez-gar Treger
- ...
Dimp-holl da gregiñ e-barzh ! |