Chom bepred digor

Chom bepred digor

Diskan

Chom bepred digor, o ma bro !
Mir bepred da galon digor !
Chom bepred digor
War an avel, ar mor,
Gant da fri atav en donvor ;
Chom bepred digor
War an avel, ar mor,
O ma Breizh bepred chom digor.

1

Chom atav digor d’an avelioù
A yud hag a strak ’barzh da ouelioù
Forzh pegen fallagr ar gwallamzer
Evel daoulagad lemm an erer

2

Vel ar c’houmoul stank ’lein an oabl glas
Vel an tan o teviñ ur c’hoad bras
Vel doureier skañv ar rinieroù
Vel bannoù an heol ’dreuz ar brankoù

3

Gant c’hoarzh da vugale o tiwan
Gant da yaouankiz o’n em gannañ
Da sonerien o c’haniri drant
Da varzhed o kanañ ha ’tiskanañ

4

Martoloded ’c’h ober tro ar bed
Labourerien ’poaniañ da hadañ ’n ed
Arzourien o livañ hon dazont
Sell an holl Vreizhiz o stourm dispont

Ton ha son : J. Philippe (Kerzu 2004)

Posted by Gigi on 12/03/2019
Gweloù / Vues: 74 - Aotre / Licence: License: by-nd Creative Commons License