Gwerz Etienne Rivoallan gant Lommig Donniou

Son savet gant Lommig Donniou ha kanet gant Jef Philippe.
Gwerz Etienne Rivoallan

Unan eus mignoned vat E. Rivoallan e oa Lommig Donniou, o terc'hel ostaleri el Lion D'or (Rostren). Lommig a oa o klask palat e liorzh, drek an ostaleri, met re vantret e oa gant ar c'heloù en doa lennet er gazetenn. Setu ec'h eas en e di hag e skrivas ar marvnad-mañ, war don kenbreat "Bugelio'r gwenith gwyn", en doa desket moarvat gant Humphrey Lloyd Humphreys a oa nevez erruet e Breizh d'ar c'houlz-se.

1) Me am boa ur mignon mat, ur gwir vreur ganin karet,
Laret ’zo din ec’h eo maro, koulskoude ne gredan ket.

Diskan : O pegoulz ’tistroit c’hoazh, pegoulz e teuit en dro ?
Ni ’zo ouzh ho kortoz bemdez, ’gredan ket ec’h oc’h maro.

2) Klevet ’m eus e oa maro un den ken madelezhus :
Aet eo da lakaat levenez e-touez an dud eürus.

Diskan : O pegoulz ’tistroit c’hoazh, pegoulz e teuit d’ho pro ?
Noz ha deiz ’klevan ho son, ’gredan ket ec’h oc’h maro.

3) Eus ar soner burzhudus ni a viro hir soñj,
Ar re yaouank ’vel ar re gozh ’hunvreo stank d’an noz.

Diskan : O pegoulz ’viot gwelet c’hoazh ? Pegoulz ’tistroit d’ho pro ?
Ma ne welan ket ken ho korf, ho spered n’eo ket maro.

4) Karet ’peus ho pro ’vel ho mamm, karet an holl vretoned,
Da viken e chomfet ganeomp, ho spered ne varvo ket.

Diskan : O pegoulz ’viot gwelet c’hoazh ? Pegoulz ’tistroit d’ho pro ?
Ma ne welan ket ken ho korf, ho spered n’eo ket maro.

Lommig Rostren

Posted by Jef Philippe on 18/01/2012
Gweloù / Vues: 41 - Aotre / Licence: License: by-nc-nd Creative Commons License