Amañ ez omp bepred !
Kanaouenn Dafydd Iwan, Yma o hyd, troet e brezhoneg gant Gireg konan. Amañ ez omp bepred « Yma O Hyd » gant Dafydd Iwan, lakaet e brezhoneg gant Gireg Konan ‘Peus ket soñj eus Nevenoe, A vez ankouaet gant lod ? Daouzek kant vloaz zo tremenet, An amzer a dro he rod. Pa varvas Tad hon Bro E vab a gemeras ar penn, Arvorig a yeas da Vreizh Amañ ‘ vimp da virviken. Amañ ez omp bepred ! Amañ ez omp bepred ! En desped d’an dud ha d’ar bed En desped d’an dud ha d’ar bed En desped d’an dud ha d’ar bed Amañ ez omp bepred ! C’hwezho ‘n avel a’r Reter, Ar mor a grozo kreñv, Kurun a strako pezh ‘garo, Tan ha luc’hed en neñv ! Ra zivero daeroù ‘r gwangalon, Ra zihuno hon breudeur, Daoust m’eo du-sac’h kreiz an noz E vimp prest ‘benn skleur ar beure ! Amañ ez omp bepred ! Amañ ez omp bepred ! En desped d’an dud ha d’ar bed En desped d’an dud ha d’ar bed En desped d’an dud ha d’ar bed Amañ ez omp bepred ! Amañ ez omp bepred ! En desped d’an dud ha d’ar bed En desped d’an dud ha d’ar bed Bri ‘dougomp d’ar stourmerien A boanias evit hon yezh O tifenn gwirioù o fobl Bet dispennet hep kaout mezh. Evelte e huchfomp kadarn, Ha pa ve en arvar a varo, Ya, betek Trompilh ar Varn Ar brezhoneg-eñ a vevo ! Amañ ez omp bepred ! Amañ ez omp bepred ! En desped d’an dud ha d’ar bed En desped d’an dud ha d’ar bed En desped d’an dud ha d’ar bed Amañ ez omp bepred ! Amañ ez omp bepred ! En desped d’an dud ha d’ar bed En desped d’an dud ha d’ar bed En desped d’an dud ha d’ar bed Amañ ez omp bepred !
Posted by gireg konan on 06/09/2015