Planedenn
Planedenn Pa rankas dilezel ar gêr Ha mont d'ar brezel da bellvro Ar c'hleier-galv a vralle taer Ne zeuas ket he gwaz en dro Pa'c'h eo aet kuit da seitek vloaz E oa koant vel ur rozenn wenn Lizher avat n'he deus bet biskoazh He merc'h zo kollet da viken Ha pa laoskas he mab e barkoù Da vont da vervel 'vel an tad An drez a greskas en e brajoù Gant ar balan hag al linad Bugale all 'zo aet da Bariz Bevañ amañ ne oa ket aes Bugale all 'zo aet da Bariz Skeud an Ankou zo war ar maez He zi bet gwechall leun a vuhez A zo digor d'an avel foll Ha piv a gredo tamall neuze M'he deus gwinardant war an daol ? Kredit ac'hanon kompagnunez Evit dastum o fezhioù aour Un toullad mat eus an aotronez A oar ober teil gant ar paour Arc'hoazh e vo kaset d'an ospis Hec'h-unan gant he c'halon yen He bugale zo aet da Bariz Pe da lec'h all n'ouzon ket ken. (Barzhoneg gant Yann-Ber Piriou ; ton gant Jef Philippe)
Posted by Gigi on 12/03/2019