Hon fal eo reiñ tro d'an holl re en c'hoantao da gaout traoù e brezhoneg. Tost an holl ac'hanomp a anavez unan bennak tro-dro dezhañ hag a oar brezhoneg. Estrevit ar skolioù brezhonek, an dilennidi pe ar c'hevredigezhioù sevenadurel, afer an holl eo ar brezhoneg.
Bremañ a-drugarez da internet e c'haller rannañ ar binvidigezh-mañ gant an holl ha Kaouenn Net zo graet da aesaat an traoù dimp:
Gallout a rit embann ar pezh a garfet:
reportajoù
bruderezh faos
pezhioù-c'hoari
filmoù skrijus
tresadennoù-bev
enrolladennoù ho strollad rock pe me 'oar me
atersadennoù ho mamm-gozh (m'emañ ganeoc'h an hini a ziskulio sekred he rekipe d'ober toaz krampouezh e vo mat dimp)
kenstrivadeg an dagadenn dre skeiñ krampouezh
degemer mat ar brezhoneg gant an SNCF e tiez-gar Treger
Gant a bep seurt doareoù e c'hallit hon skoazellañ :
Reiñ un tamm eus hoc'h amzer
Tapit ho kamera bihan (kameskop), ho pellgomzer hezoug pe luc'hskeudenner niverel bep gwech ma vez un digarez bennak da binvidikaat Kaouenn Net : boued zo ezhomm ha seul binvidikoc'h ha liesseurt e vo seul welloc'h e vo diskouezet eo bev hon yezh.
Emezelañ
Ma fell deoc'h kemer perzh er gevredigezh e vefet degemeret mat evel-just :
evit kemer perzh en abadennoù aozet ganimp,
evit merañ al lec'hienn hag he framm deknikel,
evit aozañ stummadurioù,
evit kemer perzh en emvodoù ha degas mennozhioù nevez,
to translate...
Ha ma 'peus ket amzer...
E c'hallit reiñ dafar urzhiataerezh pe kleweled da enrollañ traoù, pe un nebeud gwenneien zoken !