Kanenn al Levenez
"Kanenn d'al Levenez", kanenn Europa, barzhoneg Friedrich von Schiller, troidigezh e brezhoneg Jakez Konan, sonerezh Ludwig van Beethoven, renket gant Christian Desbordes evit Skolioù Diwan. Kanenn d'al Levenez a zo deuet da vezañ kanenn Europa, a ra gant ar pozioù 1, 2, 8. Savet eo bet diwar varzhonegAn die Freudesavet gant Friedrich von Schiller. Ar sonerezh mil-anavezet a zo tennet diouzh an 9vetSumfonienn en Re-minor gant Ludwig van Beethoven. An droidigezh vrezhoneg a zo bet graet gant Jakez Konan. Embannet eo bet ar ganenn-mañ gant ar gelaouennAl Liamm [https://br.wikisource.org/w/index.php?title=Al_Liamm&action=edit&redlink=1]. 1 Levenez splann, en Neñv ganet, Merc’hig deut eus ar Gwenved, Setu ni, gant gred entanet, War dreuzoù dor da Neved ! 2 Adunaniñ a rez bep eur Ar re a c’houzañv disrann, Hag an holl dud a vez breudeur E goudor da askell c’hlan. 3 Neb ’zo deut a-benn da vezañ Kile d’e gile, hep si ; Ar gwaz ha gwreg laouen dezhañ, Ra ganint drant ganimp-ni ! 4 Ivez ’r pried gant e bried War ar voull-douar mat-mañ ! Met neb na garas den nepred Ra ’z ay ac’hann ’n ur ouelañ. 5 Pep boud a ev al levenez Eus brusk an natur deiz-noz. Ar Mad, ar Fall a heuilh ar c’hwezh Skuilhet war he hentad roz. 6 Reiñ a reas dimp gwin, pokoù, Bete ’r marv, ur mignon hael, Ha d’ar preñv e roas c’hoantoù. Dirak Doue ’mañ o Ael. 7 Drant evel nij an heolioù Dre ar roud merket en Nec’h Redit, Breudeur, gant ho hentoù Laouen ’vel haroz en Trec’h. 8 Ho priata ’ran, milionoù, Ha reiñ ur pok d’an hollved ! Breudeur, en tu all d’an oabloù Ez eus un Tad Mat, me ’ gred. 9 Emstouiñ a rit, milionoù ? Anaout ’ rez da Grouer, Bed ? Klask-eñ en tu all d’an oabloù ! Dreist ar stered ’mañ, me ’ gred.
Posted by gireg konan on 27/07/2014