Klemmgann ar c'hi telennour, gant Jef Fulup
Setu Klemmgan ar c'hi telennour. Met daoust hag ez eo ur gwir gi hemañ ? KLEMMGAN AR C’HI TELENNOUR Roit din un delenn arc'hant Ma kanin daeroù an oabl O lufrennaouiñ etre blev seiz Ar gwiad-kevnid blev-beure An deiz mouest ha lor Un delenn da ganañ Daouzek taol morzhol ar c'hreisteiz Gleborek Pa blav kousket en aer An erer gant e zaoulagad digor frank O taeañ an heol mouzhet Un delenn da ganañ An daeroù a zever Ouzh divjod da zremm mouzhet Plac'h Pa 'z eo gwir E vefe dleet gouestlañ d'az koantiz Pep kan pep sonenn pep dasson Pep pred eus buhez an den Ha klask en-dro d'az tal Ur pal d'an hent-se e kollan ennañ Da roud Ambrouget ma 'z on gant diboellegezh Evned trist ar goañv du Paour-kaezh teñvalijenn en tu-mañ d'an traoù Ha te, telenn vac'hagnet ha besteot Oberour: Gireg Konan
Posted by gireg konan on 12/09/2007