Ar Redadeg - ur ganenn
Ar Redadeg Setu amañ ur sonenn savet e-sigur Redadeg ar brezhoneg a vo a-benn ar c'hentañ a viz Mae e Breizh. Savet eo bet get bugale 6vet klas Skolaj Diwan Gwened ha David Ar Gall. http://arredadeg.free.fr/ Ar Redadeg Komzoù : 6vet klas Skolaj Diwan Gwened ha David Ar Gall Sonerezh : David Ar Gall Miz C'hwevrer 2008 Ret eo redek, Pa vez kaer an amzer Redek edan ar glav Ret eo redek, Pa vez noz pa vez deiz Redek a gêr da gêr Bec'h àrnomp, mall-bras eo monet Bout lodek ha kemer perzh Gwiskiñ ma botoù ha monet kuit 1,2,3 skarzh a ma zi Glav pe heol pe fallamzer 'Verna ket bras, er-maez eh in, A-dreuz parkoù ha koadoùier 1,2,3, me 'yay-me get ma c'hi ! Ribl d'ar bourrapl, 'pep lec'h e Breizh Pondi, Kemperle, Sant Nazer A vro Naoned da Benn-ar-Bed 1,2,3, me 'yay-me ha c'hwi ? Dait ta genin da vale bro, Da zizoleiñ hentoù nevez Da anavet ar vraventez* 1,2,3, n'achuay ket hiriv ! Benn arc'hoazh eh imp ivez Get kement a largentez Ur bochad mignoned nevez 1,2,3 c'hoant 'm eus da esae ! Tud zo genin é redek Leun a galon, a vegon Redek, bevet ar brezhoneg ! 1,2,3 a di da di ! vrawite/ *ãsi/
Posted by David on 27/02/2008