Chom bepred digor, gant Jef Fulup
Chom bepred Digor, gant Jef Fulup Chom bepred digor, o ma bro ! Mir bepred da galon digor ! Chom bepred digor War an avel, ar mor, Gant da fri atav en donvor ; Chom bepred digor War an avel, ar mor, 0 ma Breizh bepred chom digor. Chom digor atav d'an avelioù A yud hag a strak ‘barzh da ouelioù Forzh pegen fallakr ar gwallamzer Evel daoulagad lemm an erer ‘Vel ar c’houmoul stank 'lein an oabl glas ‘Vel an tan o teviñ ur c’hoad bras ‘Vel doureier skañv ar rinieroù ‘Vel bannoù an heol ‘dreuz d’ar brankoù Gant c'hoarzh da vugale o tiwan Gant da yaouankiz o 'n em gannañ Da sonerien o c'haniri drant Da varzhed o kanañ ha ‘tiskanañ Martoloded 'c'h ober tro ar bed Labourerien ‘poaniañ da hadañ ‘n ed Arzourien o livañ hon dazont Sell an holl Vreizhiz o stourm dispont
Posted by gireg konan on 12/09/2007