Trugarez tad, trugarez mamm !

Deiziad : 04/04/2008
Danvez : Diwan

E kof ma mamm, en he c'halon, 
E kleven dasson ur poz-son :

Bevet Breizh ! Bevet ar c'han !
Trugarez Tad, trugarez Mamm,
Bout ma c'haset en ur Skol Diwan.

Kozh-dizonet sur ne oan ket, 
Doc'htu d'ar skol 'h oan bet kaset.

Setu un deiz, g'am mignoned, 
Pozioù ar son hon eus desket.

Daomp, bugale war ar leurenn ! 
Deomp 'vo da lâret ar ganenn.

Ha plijadur e-leizh er sal
Pa 'n em lakaomp tout da zañsal !

Ar ganenn-se a zibunemp, 
Hep soñjal er pezh a lâremp.

Hiriv-an-deiz e komprenan,
Na pezh ur chañs bout er skol-mañ !

Ha pa vin bras, d'am bugale,
e kanin an dra-mañ dezhe :

Mes da c'hortoz, tadoù, mammoù,
Kanit genomp, g'ho pugaligoù :

Posted by Yoann on 04/04/2019
Gweloù / Vues: 313 - Aotre / Licence: License: by-sa Creative Commons License