Kanaouenn ar Brezel Pevarzek, gant Soazig Nobletz
Kanet e Plouilio e miz Here tremenet da geñver ur gaozeadenn gant Roje Laouenan. Komzoù gant Per-Vari Mevel, ton gant Fañch Danno. Son : Per-Mari Mevel, Ton : Fañch Danno Heol miz Eost a entane Dir lemmet ar filc’hier, O vediñ ’ oant d’ar mare Ma tintas ar c’hleier. Ne c’halvent ket d’ar gouelioù, Kennebeut d’ar pardon, Ken trist e oa o mouezhioù D’an tan-gwall ‘oant o son. Eus an tourioù en dremmwel Betek bro Blounerin E nije war an avel Son klemmus an toksin. (2 X) Lavar din-me, beajour, Pelec’h eo krog an tan, Ma redin di da sikour An dud laket er boan. ‒ Siwazh e c’hellez lâret Eo kroget an tan-gwall Un tan na vo ket lazhet Gant dour stêr na dour all ! Hemañ eo tan ar brezel O redek a bep tu War-lerc’h e flammoù uhel Ne chom nemet ludu. (2 X) Lezomp rastell ha filc’hier Ar wrac’hell diechu Evit monet da Wengamp Da wiskañ ‘r bragoù ruz. Va gwreg ha va bugale, Na ouelit ket c’hwerv, Dalc’hit ho nerzh da vale Penn-da-benn an erv. E-pad ma vin en arme, C’hwi ‘ gaso an arar, C’hwi ‘ hado da viz Here, C’hwi ‘ c’hwenno an douar. (2 X) A-benn Gouel an Nedeleg Me ‘vo distro d’ar gêr, Adarre gant va c’hezeg, E-kreiz va farkeier. Tremenet ar bloaz nevez, Tremenet Mezheven, An ozhac’h d’e diegezh Ne zistroio biken... Ne falc’ho mui ar gwinizh Dindan an heol laouen, Falc’het eo ‘n e yaouankiz
Posted by gireg konan on 17/12/2014