Kaniri en Euskadi

En ur gêrig a Euskadi en em vod an dud da ganañ en o yezh war ur blasennig bep sadorn beure. O soñj a zo lakaat an euskareg da vezañ klevet, kement ha diskouez ez eo yezh ur bobl kuñv kar-he-yezh. Krouet ez eus bet seurt emgavioù goude tagadennoù Stad Spagn a-enep d'ar bed sevenadurel euskarek er bloavezhioù tremenet betek implijañ al lezioù-barn zoken. (Sellit ouzh barnadenn ar gelaouenn Egunkaria nevez 'zo pa'z eo bet didamallet an holl !) Met dre forzh kanañ ez eus deuet kalz a blijadur d'an dud ha 'm eus aon e vezer kroget gant ur seurt hengoun nevez.

Posted by gireg konan on 15/05/2010
Gweloù / Vues: 1 - Aotre / Licence: License: by-nc-nd Creative Commons License