Gilles Servat, Bugaleaj Nevez, Tregastell d'an 19-08-2007, 24 eur bageal dre-lien
            
            
              24 eur bageal dre-lien
            
            
            
              24 heures de la voile
            
            
            
              bugaleaj nevez
            
            
            
              gilles servat
            
            
            
              kanaouenn
            
            
            
              servat
            
            
            
              sonerezhioù all
            
            
            
              video
            
            
          
          
          
          
          
Bugaleaj nevez C'hwi eo, c'hwi eo bugaleaj nevez Ur vamm gozh C'hwi eo, c'hwi eo kanenn un deiz nevez Gant an noz vras ganet C'hwi eo frouezh yaouank Ur wezenn wenn ha du C'hwi eo mouezh un evn Diwanet 'barzh al ludu Pa 'n em rog an oabl Ez oc'h gwad ar gouloù Pa 'n em zigor an nor Ez oc'h avel ar frankizoù C'hwi eo blaz ar vro E bleunioù an harlu C'hwi eo flamm Beltan En deizioù kentañ 'viz Du War mor an Dazont Ez oc'h staon ar vuhez Ha war fraostoù ar maezioù Ez oc'h ar gwinizh dic'hortoz. (diwar pladenn "sous le ciel de cuivre et d'eau", Label Productions -- Coop Breizh)
              Posted by Abjalm on 19/08/2007
            
            
          